Deskiñ brezhoneg d’an dud deuet
Ouzhpenn 30.000 den a vez o teskiñ brezhoneg bep bloaz, eus ar re vihan d’an oadourien. Tud a bep seurt a fell dezho deskiñ ur yezh hag a laka Breizh da vezañ dibar hag a zo ul liamm kreñv etre an holl. Muioc’h-mui a dadoù hag a vammoù a ziviz deskiñ brezhoneg da-heul o bugale a zo e hentadoù divyezhek peurgetket. Evit se ez eus da choaz : kentelioù-noz, kentelioù war an deiz, kentelioù d’an daoulamm, stummadurioù stank 6 pe 9 miz pad hag un nevezenti er bloaz-mañ : ur savenn emzeskiñ digoust zo evit kregiñ ganti : DESKETA. Pa vo echu o stummadur gant an dud deuet e c’hellint lakaat o anv da briziañ o live yezh dre un Diplom Stad, an Diplom Barregezh Yezh (DBY) ha dre se e vo talvoudekaet o barregezh nevez, da vont war marc’had al labour da skouer.
Evit gouzout hiroc’h / Pour plus d’informations :
02 51 82 48 35 / opab@opab.bzh
Plateforme d’autoapprentissage : https://desketa.bzh/